Er vojenn geltiek iwerzhonek eo ar Samain ur gouel relijiel evit lidañ deroù ar c'houlz teñval. (Ur bloaz oa div lodenn ennañ evit ar Gelted : ur c'houlz sklaer hag ur c'houlz teñval).
Ur gouel evit ar stad etre - tremen eus ur bloavezh d'egile - hag un digoradur war Ar Bed All, hini an doueed, ar Sidh.
Menneget eo e kalz a zanevelloù meur eus Bro Iwerzhon rak, dre e dermenadur, ez eo un diazez evit an darvoudoù hud ha mojennel.
Ne c'haller ket nac'hañ e pouez e bed ar Gelted rak adkavet e vez ar gouel e Galia dindan anv Tri nox Samoni (Teir nozvezh Samain).

A-benn souten skol DIWAN ar Gwipedel eo bet krouet ar Samain Fest.

Kroget he deus ar skol gant ur raktres savet gant kerent c'hoant gante skoliata o bugale e brezhoneg e 2006.
Daou vloaz he deus bet ezhomm ar gevredigezh evit kas ar raktres da benn.
Kevredigezhel, Lik, Digoust ha Digor d'an holl eo ar skolioù DIWAN.
Evit doujañ da gement-mañ ha tizhout ar pal hor boa ezhomm da gentañ deus bugale, arc'hant hag ur savadur.
Digoret eo bet e 2008 un ti bihan er bourk. Alies e veze graet labourioù evit brasaat al lec'h met buan a-walc'h eo en em gavet stanket ar skol ha deuet da vezañ distabil an niver a vugale ene.
8 bloaz diwezhatoc'h eo bet kavet un diskoulm e miz Meurzh e Gwipedel dre forzh kevraouiñ etre kumunioù ar Val-an-Il.

Pal ar fest a oa sevel un darvoud a glot gant hon tro spered, pell deus ar c'hlichedoù stag deus sevenadur Breizh.
Ne gan ket ur bugel breizhad o c'hezhañ er biniou, o fardañ frampouezh hag o tañsal ar gavotenn.
Doujañs on eus evit engoun hor Bro hogen lakaat war-wel strolladoù rok, metal... hag a gan e brezhoneg evel Brieg Guerveno, Stangala... a oa a-bouez evidomp.
Ur skeudenn-all deus hon yezh on eus c'hoant diskouez hiziv.

Setu e Brasparzh eo kroget hon istor e 2008 dindan anv "Ruz Tan Glaou" gant strollad ar Skarzherien Peulvanioù o devoa c'hoariet evit netra.
E 2011 e oa savet un eil raktres, klokoc'h : Ar Samain Fest.
E 2012 e oa Vulcaine e penn ar skritell ne oa bet na koll arc'hant na gounid, pezh a oa kazi ur c'hwitadenn evidomp gant ma vez adskignet tout an arc'hant er skol.
E 2013 eo distroet digoust ar Skarzherien Peulvanioù, ra vefont trugarekaet a-walc'h, a-drugarez dezhe he deus gallet ar skol paeañ dleoù.
E 2014 e oa aozet ar fest war daou zevezh gant Loudblast, Svart Crown, The Decline !, strolladoù a garomp.
An div abadenn da heul a raio berzh gant Gorod, Misanthrope, Barabbas, SUP, Agressor...

Trugarekaat a reomp an holl strolladoù o deus hon soutenet abaoe an deroù.