|
||
A orin eus rannvro ar Fens e Anglia ar Reter eo Fen. 6 albom ganto, ur meskaj etre post-metal, metal prog, aergelc’hel, ar strollad a ra an dizober eus kodoù ar Black Metal evit bezañ dieub hag ober ar pez a fell dezho. Dizoloiñ a reomp ur sonerezh gant un aergelc’h pindivik a n’eo ket hep kas da soñj Negura Bunget, Enslaved er mare prog a-wezhioù gant ur youl da veajiñ gwirion. |
|